(Cantat en breton per José Caradec et Joël Huellou)
En deiz-all ha me oa bet e pardon Koloreg
Me'm'a gwelet ma mestez war skalier ar vered
Ha me mont d'he saludiñ na ken kaer 'vel ma oa
Me a c'houlas diganti ha dimezet e oa
N'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet
Met bez on ur fortun vat d'an hain ma c'hemerfe
Me 'm eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet
Ha kezeg e marchosi kapabl' do charreat
Met pa oan erru eno me ne welen netra
Met ur c'hozh bihan fall' oa ket 'vit logota
Daou wele o oa ivez, un a bep tu d'an tan
Al liñ±seliou 'oa warne oant ket deus ar re voan
Al liñ±seliou 'oa warne oant ket deus ar re fin
Nozvezh kentñ 'm 'a kousket 'm 'a kignet ma daoulin
Bremañ me' cheñcho micher, yelo da wiader
Ha lakin war ma gweleoù liñseliou lien kaer
Ha lakin war ma gweleoù liñseliou lien fin
Na pa yin me da gousket ne kignet kin ma daoulin
Ha ma peus c'hoant da c'hout piv 'neus savet ar son-mañ
'peus ket 'met mont d'an Toull-Sable, eno o'ch sur d'o c'havet.