Vieux pays de mes pères Hymne Breton
Ni Breizh a galon karomp hor gwir vro!
Brudet eo an arvor dre ar bed tro bro!
Dispont kreizh ar brezel hontadou kenmad
A skuilhas eviti o gwad.
Diskan :
O Breiz ma bro me gar ma bro,
Tra ma vo'r mor vel mur nhezro,
Ra vezo digabestr ma bro.
Breizh douar ar sent kozh douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement barzh ar bed,
Pep menez pep traonien d'am c'halon zo ker:
En no kousk meur ar vreizhad taer!
Ar Vretoned a zo tud kaled ha krenv,
N'eus pobl ken kalonek a zindan an nenv,
Gwerz trist son dudius a ziwan eno,
O! pegen kaer ez out,va bro!
Mar deo bet trec'het Breizh er brezeliou bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh,
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out breman,va Breizh!